Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/180

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


neuze e kampr ar brinsez ; souezet maro e oe o welet Iann eno.

— Mad ar bed, eme-z-hi out-hi he-unan, hag hi kel laouen hag ann heol benniget. — Kelou mad a zigasann d’e-hoc’h, va frinsez, eme ar jeant. Lazet eo bet ar roufl koz hag ar chas braz gan­-e-omp, ha chetu c’houi zo kuit ha pare diouz ar maro kriz a c’hourdrouze ac’hanoc’h bep mare. Mar kirit e choumot ama atao gan-en, pe mar d-eo gwell gan-e-hoc’h, e tistroot da di ho tad. — Hag ar brinsez keaz a ioa nec’het-maro o klask gouzout petra da lavaret war gement-se, rak ne wie ket penaoz edo ar bed etre ar jeant ha Iann he vaz houarn. Iann a gomprenaz ann dra-ze, hag a lavaraz neuze : — Greomp kaeroc’h ; deomp hon daou da gas ar brinsez da di he zad a zo glac’haret-braz he galoun, ha goude dizoania anez­han, e tistroio ar brinsez ama adarre pe e choumo eno, evel ma kavo gwella.

Ar jeant ne grede ket lavaret nann dirak Iann, ha gwelet a rea er-vad ouzpenn, dioc’h ann doare euz ar brinsez, e doa mall da zistrei d’he bro. — Setu hag hi enn hent ho zri.

Iann he vaz houarn a ioa atao war evez, rak ar jeant a glaske choum war-lerc’h, war bouez eunn digarez-bennag. Dre-ze Iann en doa diskred, enn aoun na raje eur gwall dro-bennag d’ezhan, kenta ma kavche ann tu. P’oent digwezet e-tal ar feunteun m’edo ar c’hrac’hik koz enn he c’hichenn, Iann a choumaz eur pennadik brao war-lerc’h ar