Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
AR MARVAILLER BREZOUNEK
c’hel krog atao enn he neudenn, ez a he deod e gouzouk eunn all, hag e choum, eunn troad leue enn he c′henou he-unan. Neuze eo bourd.
Setu penaoz eo ar varvaillerien, pa vezont distroet diwar ho hent gant eur gomz-bennag all.
Brema emounn gant-hi.
————
NOZVEZ KENTA
————
Gwechall-goz ez oa e Breiz eur roue hag en doa eur map penn-her a reat Kalounek anezhan.
Pa oe ar bugel-man deut d′ann oad da vont d′ar skol, ar roue a glaskaz, da zeski anezhan, ann den gwizieka ha fura a ioa er vro.
Ar roue, den a skiant, a lavare ez oa ann deskadurez enn tu all d′ar madou ha d′ann enoriou. Deski mabik, eme-z-han, a zo gwelloc′h evit dastum madou d′ezhan. Eur wezenn gaer eo ann deskadurez, eme-z-han c′hoaz, eur wezenn a zo war he fenn eunn tokad avalou melen aour