ar brinsez, ha da gas kelou d’ezhi euz ann doare
m’ema ar bed dre ama. — Ha Iann, goustadik war
he barlochou, da gaout ar prenestr moan a ioa
war doull ar brinsez. — Aze emoc’h, va frinsez
keaz, eme-z-han. — Ia da, pell zo zo-ken, eme-z-hi,
emounn oc’h ho kortoz. Atao emoc’h e buez
ive ? — O ia e feac’h, hep aoun da vervel c’hoaz ;
me a denno ac’hanoc’h ac’halesse hep dale. — O !
ma ve gwir a lavarac’h, e C’hellfenn eta gwelet
c’hoaz sklerijenn ann heol benniget, ha bale
e-touez ar gristenien all ! Hogen na d-it ket da
drahisa eur plac’h iaouank e deuz great he c’himiad
da holl draou ar bed-ma, ha d’he lakaat da
gredi, diwar c’hoari, e tistroio daved he zad evit
beza c’hoaz pell amzer enn he flijadur. — Me gollo
va buez da genta, eme Iann ker kalounek. ha tra,
ma n’ho tennann ket ac’halesse abarz diou pe
beder heur war-n-ugent ama. Kenavezo ar
c’henta, rak mall eo d’in distrei. — Kenavezo, den
iaouank karantezuz, eme ar brinsez, ha kant bennoz
Doue d’e-hoc’h, ha chans vad da gas ho mennoz
da benn !
Iann a zistroaz d’he gampr evel m’oa deut, hag ar roufl koz a roc’he atao. Em-berr e tistroaz ar jeant, hag hen da gaout Iann. — Ac’hanta, eme Iann, em euz douet n’euz preiz e-bed enn da sac’h ? — Nann da, eme ar jeant, ar c’hoat a zo ker brudet, na dremen ket nemeur a dud dre-z-han pell-braz zo, nag a dost zo-ken ; ha n’hi n’hellomp ket mont er meaz euz ar c’hoat kennebeut, dindan boan da