Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/160

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


pardaez, pa vez daou dakoun besk gant-han enn he zac’h, o tistrei d’ar gear dre ama.

Etretant, Iann he vaz houarn a ioa digwezet tost a-walc’h evit gwelet darn euz ann abadenn, ha klevet lod euz ar gaoz, hep beza bet diskuliet. Hag hen war-lerc’h ar jeant d’ar c’hastell, ha mont pa oe eno, ha lakaat he skouarn oc’h stolikez eur c’hoz prenestr a ioa eno war eur zal vraz, ha klevet ar roufl koz o lavaret d’ar jeant : — Em euz douet euz bet eur gwall abadenn gan-e-hoc’h, va mabik. — E fi-Doue ! Ia da, eur gwall grogad zo-ken a zo bet, foeltr-biskoaz ne weliz kemend all ; va daou vreur kosa a zo choumet war dachenn ar brezel, maro-mik.

Hag ar jeant ha dont da zonj d’ezhan ez edo atao he zaou breiz war he chouk, hag ho zeurel eno war al leur-zi evel daou zac’had pillou, enn eur lavaret d’ar roufl koz ha drouk enn-han : — Chetu aze daou evit daou, gwall ger ho c’havann. Ar re-ma ne ket tud int, diaoulou eo. — Tud int, va mabik paour, tud divadez hep-mui-ken. — Mad ! pep-hini anezho a dale ouzpenn kant den badezet, rak n’am euz gwezet doare, ken n’am euz gwelet unan anezho o teurel eur mean milin oc’h penn va breur kosa a gouezaz eno oc’h traon maro-mik. Ha ker buhan all e tennaz eur mean milin all euz he c’hodell, ha dao oc’h penn va breur all ; hag hen ivez d’ann traon maro. Etre­tant, egile a daolaz eur varrikenn oc’h va fri-me, ha me badinellet ivez, ken a weliz tri heol o para,