Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/158

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


lavaret d’ezhi evelhen : Ieotennik, grit ho teverik. — Chans vad d’id mabik… Hag hi e-touez ar beler, hep n’oe na klevet, na gwelet nemet gant Iann. He-ma a gemeraz he amzer o trei komzou ar c’hrac’h koz war he spered.

— Me gleo tud o vale er c’hoat, eme ar roufl koz.Eon hent buhan ! paotred vad. Me gleo c’houez ar c’hristen, eme-z-han, kerkent ha m’en doa taolet Iann he droad er c’hoat. Herr ha beac’h ! Me laka e reot eunn dervez mad hirio. — Hag ann tri jeant braz ha lakaat ho boutou a nao c’houred bep kammed. N’oent ket pell evit digwezout gant paotr ar vein milin ha paotr ann donell. — Petra eo d’e-hoc’h beza ken afrontet da zont er c’hoat­-ma, eme unan anezho, hep na goulenn na diskenn ? N’hoc’h euz nemet ar maro da c’hedal brema. — Ni a welo bremaik ha c’houi zo kouls goazed hag a livirit, eme paotr ar vein milin. Pe laza pe beza lazet, gwell eo beza kiger eget beza leue. Dao ! eur mean milin oc’h penn ar jeant brasa, hag hen oc’h torgenn. — Dal a unan, eme paotr ar vein milin. — Dao ! eur mean all oc’h penn ar jeant all, hag hen oc’h traon ivez. — Dal a zaou, eme-z-han.

Ann trede jeant ne bakaz nemet eunn taol barrikenn, ha ne reaz ket nemeur a van. Lammet ra evel eur c’hi kounnaret da daga ann daou-ze hag ho zamma war he chouk, ha d’ar c’hastell gant-ho enn eur zutal evel eur gadouner, diouz ar