Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

122
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ar roue Fortunatus a c’houlenn ma vezi devet e beo e-kreiz leur gear, ha barnet oud da veza de­vet ; rak-se ’ta gra brema da bak, kenta ma c’helli ; ne dalv ket d’id klask gina, devet e vezi, pa fell d’ar verc’h vrao-ze. — A zo mad, roue, eme Iann ; evelato, astenn d’in va huez e-pad daou zer­vez hed-a-hed a gavfenn a ve mad da ober va fakad. Ouspenn zo, ne ket brao distalia diwar ar bed ker buhan ha lavaret, rak marteze ne venn ket digemeret mad er bed all. — Daou zervez as pezo, Iann, dioc’h da c’houlenn. — Ho trugare­kaat, roue, eme Iann, a ia ac’hano ker sioul ha tra, da gaout he varc’h d’ar c’hoat. Enn eur vont, e lavar out-han he-unan : — Sad’ ama penaoz ema ar rouanez, setu va gobr-me ; talvezout a ra ar boan mont d’en em laza evit ober vad da seurt­-ze ; enn ho c’hreiz, evit doare, n’euz nemet mein e leac’h kaloun.

Iann en em gavet gant he varc’h, a lavaraz d’ez­han : — Deut ounn er weach-man da gimiada diouz-id evit-mad ; great ar stal gan-en, ha barnet ounn gant ar roue da veza devet e-beo e-kreiz leur gear. Kenavezo ’ta, va marc’hik keaz, en em guitaat a rankomp brema ; a-benn daou zervez hag hirio ne vezo mui nemet ludu ac’hanoun. — Sad’ aze petra eo choum hep senti ; ma n’as pije ket kemeret ar c’hoz varvouskenn-ze, e vijez kuit brema da veza devet. Evelato marteze ne vezi ket devet c’hoaz. Selaou gan-en : Ha n’ec’h euz-te ket eur mignoun-bennag e mechosi ar