ar roue Fortunatus ; ha ne kwir ; — Ia da, eme Iann. — Eveseat ec’h euz out-han, prennet kloz e oa war-n-han ann doriou hag ar prenestrou, ha da zigeri anezho n’euz alc’houez e-bed. Ann alc’houesiou-ze a ioa gant ar brinsez p’ac’h euz digaset anezhi ama, hag, enn eur zont, e stlapaz anezho er mor, ha brema e lavar e ranko ho c’haout, petra-bennag ne oar den e pe leac’h emaint. — Ha penaoz, roue, e kavinn-me anezho ? — Me ne rann forz penaoz ho c’havi ; kavet e vezint pe diwall oc’h da groc’henn. — Mad ! mad ! eme Iann, pa’z eo red, ez inn. — Ha kuit ac’hano da gaout he varc’hik, enn eur grafat kostez he benn.
En em gavet er c’hoat ma’z edo, Iann a lavaraz : — Asa, va marc’h keaz, eme-z-han, me garfe beza maro pa zonjann e kement a zo red d’in da ober. Brema ez euz lavaret d’in gant ar roue e rankann kaout alc’houesiou aour ar brinsez, a zo kollet du-ze er mor, taolet gant-hi ne oar ket e pe leac’h. — Kea atao, Iann, eme ar marc’h, n’oud ket tost da baouez. Lavaret em boa d’id es pije bet keuz da veza kaset gan-ez ar c’hoz varvouskenn-ze. N’ec’h euz ket sentet ouz-in, ha brema e welez petra zo. Warc’hoaz, eme ar marc’h, ez aimp adarre enn hent evit gwelet ha ni a c’hello kaout ann alc’houesiou-ze.
Antronoz, sada int-hi war ar mor glaz, hag ar marc’h ha lavaret da Iann : — Kleo gan-en, laka karga da ganoliou ha tenn hep distag, dioc’h ann