Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/120

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


va c’hastell-me eo, anaout mad a raon anezhan ; en em gaout a raio hep dale, rak ann avel hag ar mor a zo mad d’ezhan da zont.

— Brema emichans, eme ar roue, n’euz netra e-bed ken a gemend a virfe ouz-hoc’h da eureuji gan-en. — A gav d’e-hoc’h, eme ar brinsez ? Me wel er-vad ema va c’hastell aze ; na petra dalv ? Sellit mad out-han, roue Breiz, ha ne welit-hu ket eo prennet ann dorojou ? Koulskoude, penaoz ez inn-me ebarz, ma n’euz ket a alc’houesiou ? Ha ne d-euz hini, rak taolet int bet gan-en er mor, n’ouzounn pe leac’h, pa’z edounn o tont. Kasit unan euz ho perz da glask anezho e rouantelez ar pesked ha d’ho digas d’in ; anez m’her lavar d’e­-hoc’h, birviken ne eureujinn.

— Sad’ ama eur c’hoari all, eme ar roue ; foeltr biskoaz n’em euz gwelet merc’h par da hou-man. Ha perak ann diaoul ounn-me bet ken diot da vont keid all da glask eur c’hrek, p’am bije kavet dre ama koulz ha gwelloc’h eunn tamm brao ? Evelato, ha pa ne fellfe ket d’ezhi, eureujet e vezimp, pe e vezo gwelet, rak e feiz, n’ounn ket eat bete keit­-man evit choum brema a zav krenn e-kreiz ann hent. Lavaret ne vezo ket war va lerc’h ez eo bet eur verc’h rok ha morgant treac’h d’in-me.


Ar roue a lavare ann traou-ze etre he zent, a c’hellit kredi, rak n’oa ket diot anezhan da vont da glemm kre diwar-benn ar pez brao-ze ; keuz en divije bet. — Ha penaoz, eme-z-han neuze kre d’ezhi, penaoz e vezo kavet ann alc’houesiou­-ze, mar d-emaint du-ze e gweled ar mor, ne oar den e pe leac’h, nemet Doue hag ar pesked ? Gwel-