Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

90
AR MARVAILLER BREZOUNEK

Breiz. Me am boa kavet anezhi e-kreiz eur waremm, pa’z edo o paouez koueza euz a c’henou diou vran a zache war-n-ezhi, evel pa vije bet kollet ho fenn gant-ho ; en em ganna a reant diwar he fenn ken a zistage ar plun diout-ho ker stank hag ann erc’h o koueza. A-benn eur pennad, e kouezaz ho parvouskenn euz ho bek, ha me a zastumaz anezhi hag a ieaz gant-hi ac’hano da di roue Breiz. He­-man a-vad o welet peger kaer oa (lugerni a rea evel ann heol), a gemeraz anezhi digan-en, ha pa lennaz hoc’h hano a ioa skrivet dindan he c’hern, e lavaraz d’in e rankenn mont da gerc’hat d’ezhan ho merc’h. Eur verc’h hoc’h euz, a lavar, n’euz ket enn tu all d’he gened war douar hor Zalver. Deuet ounn eta d’he c’herc’hat, ha dont a raio gan-en emichans, eme Iann.

— Ia, ia, eme ar roue Fortunatus, mont a raio gan-ez, mar grez ar pez a livirinn d’id — Mar gellann, roue, e vezo great — Mad ! mad ! eme ar roue Fortunatus, gwelet e vezo warc’hoaz ; evelato da c’hortoz, ke da zibri ha da eva ar pez a raio vad d’as kaloun, rak skuiz e tleez beza o tont euz a geid all, ha naoun ec’h euz ivez, m’oar-vad. — Eunn tamm hag eur banne a iafe gan-en, eme Iann, a stagaz gant-hi dibismig.

P’en doe debret hag evet, e oe kaset d’he wele. — Warc’hoaz, eme ar roue, o vont d’he gas, me lavaro d’id petra am euz c’hoant a rafez.

Iann eat d’he lala, ne oe ket rankout luskella he garavell, ha kousket dibreder a eurehep divorfila