Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

88
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ma oent goullonderet hep na oe kollet eur c’hreu­nenn. Ar re-man n’ho doa ket bet eur seurt boeta pell a ioa.

Roue ar merienn a oe kel laouen ma lavaraz da Iann : — N’euz den par d’id, paotr, hag evit da zigoll, kemer unan euz va zreid adre ha lak hen e-touez eunn tamm paper, ha dre ann troad-ze, p’as pezo ezomm, n’ec’h euz nemet va gervel hag e teuinn me ha va c’hruc’hell d’as kaout.

Iann hag he varc’h a ia breman adarre gant ho hent, hag abarz nemeur ec’h en em gavchont e bro ar gwazi. Eno he varc’h a lavaraz da Iann dis­karga he gerc’h d’ezho ; ma oe great, hag ar gwazi laouen, hag ho roue o tont neuze d’he gaout ha lavaret d’ezhan : — Kemer eur bluenn euz va lost, ha dre-z-hi goulenn ac’hanoun, p’as pezo ezomm, hag e vezi tennet a boan. — Trugarekaat, eme Iann o vont kuit.

Brema ar re-man en em gav er gear m’ema o choum ar roue Fortunatus. Iann dioc’h-tu a ia d’al lez da ober he gefridi : — Asa, eme-z-han, aman ez euz eur c’hoari ; ne ouzoc’h ket, m’oar­-vad, da betra ounn-me deut d’ho kaout ? — A be leac’h ec’h oufenn-me, pa n’am euz ket klevet ? — Selaouit mad neuze, eme Iann : evit doare, roue, hoc’h euz kollet ho parvouskenn ? — Ia da, kollet am euz anezhi hag, e feiz, e vije bet gwell gan-en koll ann hanter euz va rouantelez evit he c’haout. — Mad ! me oar gant piou ema ; eur pennad ema ac’han, du-ze er c’huz-heol, gant roue