Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 89 -

mennad a beuc’h, goude beza graet gantan ar marc’had-man : ma tinac’hje ar roue ar peuc’h, ar c’hannad a zistroje d’e brizon en Alje ; mar digemerje ar roue ar peuc’h, Porson a hallje chom en e vro. 87. Porson epad e ziankaden a zeuas da reiza e vadou e Breiz. Gwelet a reas ive ar roue e Versailh hag ec’h alias anezan da dremen hep selaou komzou peuc’hus an Dey. 88. Ar roue a gavas mad an ali, ha setu Porson Barbinais o tistrei d’an Afrik. 89. En em gavet en Alje, ar Breizad feal d’e c’her a oe raktal dibennet.

14. Ar Zaozon a glask distruja Sant-Malo 1693. Porz-mor an Oriant a zo kleuzet 1709. — 90. En tu-hont da Borson, meur a vordead all a Zant-Malo a zo bet brudet kaer da amzer Loeiz XIV. 91. Ar brudeta aneze ez eo Duguay-Trouin. 92. Ar Zaozon a c’hoantaas distruji ker ar rederien vor, er bloaz 1693. 93. Evit kas o zaol da vad, o devoa karget eur c’hoz lestr gant poultr-kanol ha boulejou. Daou-ugent den a oa o levia al lestr. 94. An dud-man a dlee pellaat azalek kaset gante al lestr dindan mogeriou ker ha c’houezet an tan ennan. 95. Eun darvoud all a c’hoarvezas. Elec’h distruji ker Zant-Malo, an tenn ne reas nemet terri gwer ar prenechou ; laza a reas ive an daou-ugent Saoz hag eur c’haz. 96. Eur garreg vras hag a roe a viskoaz diaezamant da vordeidi Sant-Malo, a oe ive rannet. 97. Ar Zaozon ne oant eta deud a benn nemet d’ober vad d’o enebourien.

98. Er bloaz 1709 porz-mor an Oriant a oe kleu-