Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 85 -

reas ive c’hoari an taol kollet gant e dad-kaer. C’houita a reas eveltan. 45. Ar Vreiziz a oe fur awalc’h evit tremen hep heuilh eur prinz estren lec’h ne oa netra da c’honit evite. 46. Ar Breujou a c’houlennas soudarded digant ar roue evit rei skiant d’an trubuilher. 47. Heman a oe graet prizonier gant ar C’hardinal Richelieu, kenta ministr Loeiz XIII, ha gouarnour nevez e Breiz.

7. Richelieu. — 48. Herri IV en devoa graet dismantri meur a gastel e Breiz war zigare n’oant mad nemet da zifenn al laeron vras. 49. Richelieü a reas distruji kestel Gwengamp, Lamball ha Monkontour a oa deut da Cesar de Vendome abeurz e wreg. 50. Tri c’hant hanter kant mil livr a oe roet da Cesar evit e digoll, arc’hant savet holl e Breiz. 51. Setu penôz, tamm ha tamm, war bep seurt digare, Breiz a golle he nerz. 52. E pad gouarnamant Richelieu Porz-mor Brest a zeuas da veza nerzet evel porz-mor a vrezel. Breiz a zalc’he da veza madoberourez Bro-C’hall. 53. Kalz a lojeiz, kalz a ilizou a zo bet savet er mare-man. Abati Sant-Salver Redon a oe graet a nevez. An abati koz, savet gant sant Konwoion, a oe kavel gwiriou Breiz da amzer Nevenoë.

8. Breiz o vrezelli evit Bro-Chall. — 54. Breiz a roas da Vro-C’hall, da amzer Brezel an Tregont vloaz (1618-1648), daou argadour brudet, Herri Roc’han, bet araok e penn ar Brotestanted, hag ar marichal Guebriand. 55. Diskouez a rejont o zalvoudegez war leuriou-brezel an Alamagn hag