Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 83 -

Tiad Penteur, da lavarout eo eus gwad Duked ar Vro.

20. Brezel a oa dre Vro-C’hall etre ar Gatoliked hag ar Brotestanted. 21. Ar Gatoliked o vrezelli oa hanvet ar « Re Unaned », (« Les Ligueurs »). 22. Ar Re Unaned o devoa lazet eur bern bras a brotestanted e Pariz noz gouel sant Barteleme, ar 24 a viz eost 1572.

4. Tristidigez ar brezeliou a relijion. — 23. Ar Vreiziz ne fellas ket d’eze ober en o bro eur muntrerez evel hini ar Sant-Barteleme. 24. Koulskoude an darnvuia aneze a ’n em zisklerias evit ar Re Unaned, dreist-oll pa welchont « Henri de Navarre », prinz protestant, o sevel war an tron er Franz 1589. 25. Kaout a rejont mad gwelet Mercœur hag e wreg oc’h aesa adsevel evite Dukelez Breiz hag o trei enep d’ar roue nevez. 26. Eur brezel euzus a zavas e Breiz. 27. Ker Zant-Malo ne fellas ket d’ezi mont nag eus eun tu nag eus eun tu all. Embann a reas ar Republik, difennet gant he mogeriou. 28. Ar Vro a-hend-all a gouezas dindan krabanou al laeron hag an dorfetourien.

29. An hini brudeta eus ar re-man e oa Fontanella a Diad Beaumanoir, mestr en Enezen Dristan, e kichen Douarnenez. 30. Laza a reas 300,000 mil kouer e Kerne, ha meur a ger a zismantras er ran-vro-ze. 31. Kerity-Penmarc’h, ken brudet dre gemwerz al lien, a oe distrujet gantan. 32. Tapet e oe d’an divez ha kaset da Bariz e lec’h ma oe brevet d’ezan e izili war ar rod.