Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 80 -

emgleo a zouge e vije da virviken doujet he gwiriou gant Bro-C’hall. 47. Mar en em zavas divezatoc’h ar Vreiziz, n’eo nemet dre ne chomas ket rouane ar Franz feal d’ar ger roet. 48. An Dukez Anna he devoa taolet evez ma vije miret gwiriou ha giziou he Breiziz. Epad he buez, ar marc’had a oe doujet ; hogen, goude he maro, Bro-C’hall a grogas da zinac’ha gwiriou Breiz. 49. Red eo d’imp lavarout e c’houitas an noblans vras d’ober o dlead en digouez mantrus-man. Gwelloc’h e kavent mont da rodellat ha da vragal e lez ar roue eget chom da zifenn frankiz o bro. 50. Ar gouerien hag ar vourc’hizien a ’n em zave int o-unan enep d’an drubarderez gall. Paea a rejont gant o gwad o c’harante ouz o bro hag o gwiriou.

51. Nebeut a noblans a aesaas terri ar yeo. An hiniennou a reas o dlead breizad a gouezas en dismegans. O foan hag o gwad a oe kollet hep rei frouez.


————