Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 77 -

2. Arzur a Richmond. — 9. Ren Arzur ne badas nemet eur bloavez ha n’ez eus ket nemeur a dra da lavarout diwar benn e c’houarnamant. 10. Hogen red eo anaout e istor epad an amzer a dremenas araok e zavidigez war dron Breiz. An istor-ze n’ez eo ket anavezet awalc’h. 11. Arzur Richmond a oe « Connétable de France » evel Gwesklin ha Klison. 12. Kemer a reas e lod er Brezel a Gant vloaz etre Bro-c’hall ha Bro-Zaoz. 13. D’ezan ez eo dleet an enor da veza argaset ar Zaozon er-maez a Vro-C’hall. 14. Bet e oe keneiler « Jeanne d’Arc ». 15. Hogen Janned he devoa achu an ober kaer e oa bet galvet evitan, pa he doa graet kuruni Charlez VII. 15. An darn-vuia a rann-vroiou Bro-C’hall a oa c’hoaz dindan mestroniez Rouane Bro-Zaoz. 16. Charlez VII en devoa lezet barn ha devi Janned e ker Rouen. 17. Ar C’hallaoued a grede e oa kollet evite o gwiriou. 18. Neuze e tigouezas Richmond gant e Vreiziz. 19. Ar C’hallaoued, na oant ken evit en em zifenn int-i o-unan, a welas Arzur o vouta ar Zaozon emaez o bro. 20. Gourdrec’h Formigny, gonezet gant Arzur er bloaz 1450, a garzas Bro-C’hall eus hec’h enebourien.

21. Tri bloaz goude, eur strolladen Saozon a zeuas da zilestra e Bourdel, bleniet gant Talbot, argadour brudet. Pilet e oent e Castillon gant eur Breizad all, ar C’hont a Benteur (1453). Talbot a oe lazet eno.

22. Arzur Richmond a varvas disher. Mab e vreur Richard, Fransez II, a zavas war an tron.