Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 73 -

a vrudet e-pad ar skoulad amzer-vrezel-man. 36. Ar brezel a oe kendalc’het gant tammou emgannou ha skouladou amzer a beuc’h. 37. Ar C’hallaoued hag ar Zaozon a dremene o amzer o preiza ar Vreiziz, kentoc’h eget oc’h emganna etreze. 38. Ar roue saoz a roas e frankiz da Charlez Bleiz gant ma paefe heman seiz kant mil florin aour kent adkregi gant ar brezel. 39. Roazon, kelc’hiet gant tud Vontfort a stourmas oute. Gwesklin a oa e tu ar Fransizien. 40. An emgannou-man a badas bete 1360 hag a lakaas kalz a c’hlac’har hag a baourentez e Breiz.

41. Ar peuc’h a oe graet etre roue ar Franz ha roue Bro-Zaoz e Bretigny. 42. An daou roue a ’n em glevas evit en em denna ha lezel Bleiz ha Montfort da reiza tabut ar gurunen int o-unan.

43. Evel m’hon deus gwelet, Yann Montfort a oa marvet pemzek vloaz a oa. E wreg a galon a reas enor d’e hano. 44. E vab, hanvet Yann ive, a heuilhas roudou e dad hag e vamm. D’ar mare-man, an den yaouank, oajet a dri bloaz war-nugent, e oa kampour ar vroad vreton. 45. Yann Montfort a oa mall gantan gwelet divez an tabut ha moarvat en dije asantet ranna ar vro etre Charlez Bleiz hag hen.

46. Hogen Charlez, boutet gant e wreg, ne felle ket d’ezan lodenni.

5. Pevared skoulad. Emgann Alre. — 47. Charlez Bleiz a grede e oa mad an amzer da reiza an tabut evit e vad e-unan. Ar brezel a oe adskoulmet gantan. 48. Ne c’hoarvezas ket an