Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 71 -

e oa hanvet ha ganet e oa e Broons, e Breiz-Uhel. 9. En despet ma oa Breizad, ec’h en em gave dalc’hmad etouez ar Fransizien. 10. Pa glaskas ar roue Frank kemer Breiz dre drubarderez, Gwesklin a oe c’hoaz en e du. 11. Mar deo bet heman eun argadour a dalvoudegez kaer, bet eo ive, red eo hen asanti, eun trubard d’e vro.

12. Evit lakaat skler doareou ar brezel-man, ni a ranno anezan e pevar skoulad.

2. Kenta skoulad. — 13. Yann Montfort a reas d’ar Vreiziz anzav anezan da genta e ker an Naoned. 14. Bale a reas neuze a dreuz Breiz en eur gemer keriou krenv. 15. Pa welas Fulup VI, roue Bro-Chall, o rei skoazel da Charlez Bleiz, Yann Montfort a yeas da c’houlen skoazel roue Bro-Zaoz. 16. Armead ar Fransizien hag e oa enni 10.000 den, a gelc’hias ker an Naoned e lec’h ma oa an Duk hag a reas da heman plega. 17. Ar roue a lakaas Yann Montfort en tour al Louvr e Paris (1342). 18. Mervel a reas er bloaz 1345. 19. E wreg a gendalc’has d’ober brezel. 20. Pa zeuas da glevout ar vrud eus ar gwalleur c’hoarvezet gant he fried, Janned Vontfort a gwitaas Roazon hag a ziredas da ger Henbont e lec’h ma stourmas gant kement a galon hag a skiant ken ma roas amzer d’ar Zaozon d’arruout. 21. Ar Fransizien a renkas digelc’hia ker Henbont. 22. Roue Bro-Zaoz ha roue ar Franz a zeuas o daou e Breiz e penn o armeou, hag e oant o vont an