Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 52 -

eun den laket kever ha kever gant Arzur ebarz ar vrud vras. Heman ez eo Marzin. 41. Daoust ha bevet o deus Arzur ha Marzin en hevelep amzer ? N’heller ket c’hoaz hen lavarout. 42. Mar asanter o deus bevet en hevelep amzer, ez eo red kredi ez eus bet daou den hanvet Marzin. 43. An hini a vevas en amzer Arzur a oa, hep mar, an Arc’hdrouiz. 44 Egile a zeuas divezatoc’h ; komzet e vezo anezan pelloc’h. Buez heman, da vihana, a zo anavezet dre doareou an Istor. 45. Forz penôz, kredi a heller ez eo bet skoazellet Arzur, en e oberou a Welladurez, gant eun den a spered dispar en devoa eur galloud divent war sperejou e genvroïz. 46. An den-ze moarvat a zeuas da veza penn-rener ar Gorsedd bet adsavet pe nevezet gant Arzur. 47. Arzur a oa dleour d’an den-man eus e zavidigez da vrenin. 48. Rak Arzur ne oa ket ganet eus eur ouenn vreninek : ne welomp ket e nested etouez nestedou Bro-Gambre. 49. Sevel a reas eus a greiz ar Bobl dre e dalvoudegez ha gant skoazel Marzin.

50. Ar Vreiziz romanaet n’oant ket evit gouzanv Arzur dre ma oa savet ken buan ha ken uhel ha dre ma’n devoa adsavet ar spered keltiek. 51. O c’hasoni a vervas da genta ebarz an devalijen ; eun deiz bennag ec’h en em savjont hag e kemerjont an armou. 52. Arzur a ziskaras enebourien ar spered broadus. 53. Hogen en emgann diveza, war emganlec’h Kamlan, an Impalaer a oe skoet d’ar maro. An darvoud gwalleurus-man a c’hoarvezas er bloaz 492 (annus XCIII) e amzer eil kon-