Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 41 -

Gambre ; e Kaergaradok, e Lloegria ; e Bieskaven, e Denoual, taer vro e lec’h ma oa tomm ha krenv ar spered keltiek.

195. Ar Gorsedd a oa evel eun iliz vroadel e lec’h e teue ar bobl evit azeuli an Tad Krouer, ha digemer kenteliou fur. 196. An holl a oa kemennet da zont nemet ar re a oa laket er maez eus ar genunaniez. 197. Den n’halle enebi ouz ar re a zeue d’ar Gorsedd.

20. Envoraduriou. — 198. Ar Varzed o devoa tri envoradur da virout. Unan aneze a oa hanvet an envoradur a gan. 199. Heman a zalc’he envor an doareou kosa. E wriziennou a ziskenne en dounder tenval an Amzeriou. 200. A belec’h e vefemp-ni souezet pa larer d’imp e veze red d’ar varzed studia e pad 20 vloaz ? Pez o devoa da ziski dre ’n evor a oa meurbet divent.

21. Kevrinac’h ar Varzed. — 201. Ar varzed o devoa eur ouiziegez kuz pe kevrinac’h, da virout war o le. Beza e oa ennan anaoudegez Hano Doue hag anaoudegez al Lizerennou. 202. An Drouized n’oant ket troet da gelenni ar bobl dre skrid. 203. Ar skritur, emeze, a ra d’an den koll an envor. 204. Mouez ar Gorsedd a oa ar wella tro evit sklerijenni an dud hag evit mirout ar mad, ar wirionez hag an eünder.

22. Tri gelc’h ar bed. — 205. An Drouized a gelenne ez eus tri gelc’h a vuez. 206. An hini kenta eo kelc’h Keugant, elec’h n’ez eus nemet Doue, na beo na maro, ha n’ez eus nemet Doue da c’hallout hen treuzi. 207. An eil ez eo kelc’h