Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 33 -

riet gant hesk, tom ha gwak d’an treid. 94. An dud a azee endro d’an tan evit dibri.

17. Ar C’heriou. — 95. Bez’ e oa keriou e Breiz-Veur. Kezar a lavar ne oa eur ger vreton nemet eur c’hoad doun, kennerzet gant eur c’hleuz ha gant eur zavaden douar. 96. Koulskoude, herve a lavar, ker-veur Kaswallawn a oa meurbet krenv dre zikour an natur ha dre ijin an den. 97. En amzer Kezar an dud a ziavez ne anavezent ket c’hoaz doareou an Enezen. 98. Dindan an impalaer Klaoda, pa oe trec’het ker Kamulodunum, kement-se a oe sellet gant ar Romaned evel eun darvoud souezus. 99. Vespasianus a oe lorc’h ennan dre ma ’n devoa kemeret ugent ker. 100. Ker Llundain (Londres) a zouezas meurbed ar Romaned. Ar ger-man, moarvat, n’oa ket bet savet en eun devez nag en eun nebeut bloaveziou. 101. Diwar gement-se e welomp ez eus bet skrivet kalz a c’hevier gant Kezar ha gant ar re o deus lakaet o feiz en e gomzou. 102. Eun doen zoul war eun ti n’eo ket eun testeni a ouezder evit an dud a zo o veva en ti-ze.

18. Ar C’hrenvlec’hiou. — 103. Kastel pep aotrou a oa eur c’hrenvlec’h (oppidum), difennet gant eur ster, pe gant peuliou koad pe gant paludou. 104. Bras awalc’h e oa evit digemer tud ar c’hantrev gant o loened hag o arrebeuri pa zigore amzer ar brezel.

11. Ar Gwiskamanchou. — 105. Gwelet hon deus Kezar o lavarout e kavas tud Breiz-Veur