Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 28 -

zouarou. Ar merour a oa eun den diliam ; gwir an douar a oa d’ezan hag ar fonz d’an aotrou. An douarou koumanant, a zo c’hoaz hizio e Breiz-Izel, a ro ar skouer eus stad an dud-man.

40. Goude e teue ar re hanvet Alltud (pe tud all) hag a oa moarvat tud trec’het er brezel ha tud divroet. Ar re-man a oa stag ouz an douar. 41. Bugale an Alltud n’hallent en em zistaga nemet goude tremenet pevar rumm tud. 42. Izelloc’h c’hoaz e oa ar re hanvet Kaez(Caeth), kouls laret sklaved, diskennet moarvat, dre o siou fall, en eur stad vezus. Ne oa den izelloc’h. 43. Pa roe eur mestr eun tam douar d'eur c’haez, heman a gemere lec’h etouez an Alltud.

5. Ar vordeadurez. — 44. Eun driaden a ro da c’houzout ez eo bet ijinet ar stur hag ar ouel gant ar C’helt « Corfinour ». 45. Ar Vreiziz o devoa eur vordeadurez a gemwerz. Beza o devoa ive eur vordeadurez a vrezel evit difenn o c’hemwerz. 46. Al listri-kemwerz o devoa eur fram ozil goulouet gant krec’hen. 47. Al listri brezel a oa e koad dero, tachet gant houarn. Beza o devoa rabanou graet gant ailhedennou houarn. 48. Kezar a vanas estlammet ouz listri ar Wenediz.

6. Ar c’hemwerz. — 49. Ne oa ket aotreet an holl da zilestra war aochou Breiz-Veur, en amzer goz. 50. An aotreadur ne oa roet nemet d’ar varc’hadourien o devoa bet eur gwir a-zevri. 51. Kemwerz bras a oa etre ar Vreiziz hag ar C’hallianed. Ar re-man, epad o brezel ouz Kezar, a zigemeras ed ha loened eus an Enezen Vras.