Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 25 -

hall rei da gredi e teue ar Vreiziz-man da zikour o c’hentvro. 4. An derved a oe eun distaoladen Britoned a zeue a Vro-Chall diwar ar vro a zo etre ar steriou Liger ha Sequana. (N’ouzomp ket pe dalvoudegez he deus an driaden-man).

5. Ar ouizieien n’int ket c’hoaz sklerijennet nag unanet war ar gerentiez a oa etre ar C’helted hag ar C’hallianed. 6. Darn a lavar e oant breudeur, darn-all a lavar ne oant nemet kendirvi. 7. E skrituriou al Latined hag ar C’hresianed koz, e kaver hini pe hini hag a gomz eus ar C’helted hag eus ar C’hallianed evel pa vefe int bet tud a boblou dishenvel ; hini pe hini all a zell ar poblou keltiek ha gallianek evel pa vijent bet eur bobl hepken.

2. Ar Vreiziz n’oant ket tud gouez. — 7. Kezar pa zonjas kas e armeou da Vreiz-Veur ne ouie kouls laret netra diwarbenn ar vro-man. Ne ouie ket pegen bras e oa an enezen, pegement a dud a oa enni na penôz e oa o giziou. 8. Pa zeuas da zouari, e welas tud hag a oa gwisket gant krec’hen ha kement-se a reas d’ezan kredi, pe gentoc’h lavarout, e oa an dud-man tud gouez. 9. Kredomp kentoc’h e felle d’ar Vreiziz en em wiska diouz ma oa an amzer en o bro. 10. An dilhad skanv, mad dindan heol an Itali, ne dalvezent netra dindan oabl koummoulek Breiz-Veur. 11. Kezar, ha kement alouber a zo bet, o deus, a viskoaz, graet eur falz-skeuden eus ar poblou gwasket gante evit didammall o zorfejou. 12. Ar Vreiziz, eme Kezar, a gousk dek ha daouzek en hevelep lojeiz hag ar gwrage a zo d’an eil