Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 23 -

C’hall, a c’hoantaas stourm ouz ar Vreiziz diliam. Kas a reas enep d’eze eur jeneral hanvet « Lucipius », den digalon na oa mad da netra. 107. Gallout ar Romaned a oa aet dister. Valentinianus II a gasas ar jeneral brudet « Theodosius » d’aesa adgonid an Enezen. Re divezat e oa. 108. Nerz Rom e Breiz-Veur a goueze tamm ha tamm, epad ma oa impalaerien nevez o sevel bemdeiz an eil enep d’egile. 109. Er bloaz 407, soudarded roman Breiz-Veur a ziskennas en douar-bras evit difenn Konstantin, hanvet gante impalaer. 110. Deut e oa ar c’houlz evit ar Vreiziz hag evit an Arvorigiz da droc’ha o hualou. 111. Er bloaz 409, ar Romaned a oe argaset hag ar Vreiziz a zistroas d’o giziou ha d’o lezennou broadek.

112. Ar Vreiziz romanaet a c’houlennas bepred sikour Rom evit enebi ouz Breiziz ar Steren.

113. Er bloaz 415 e tigouezas eur skoazel ganto : moger Severus a oe adsavet. 114. Eur skoazel all a zeuas er bloaz 418, ha moger Antonin kouls hag ar c’hestel savet gwechall er c’hreisteiz, a oe c’hoaz laket e stad vad.

115. Ar Romaned a lezas ive armou gant ar Vreiziz romanaet ; kimiadi a rejont neuze diouz Breiz-Veur evit birviken.

116. An impalaer « Honorius », o ren Rom, en devoa awalc’h d’ober oc’h enebi ouz ar Varbared ledet evel brini war rann-vroiou an douar-bras.

117. Breiziz ar Goglez (pe hanter-noz) a zilam-