ken kaer ha ken reiz, ken ma oe lezet e vuez gantan.
76. Ostorius a lare e vije red, evit dont a benn eus ar Vreizis, o distruji bete diverka o hano diwar taolen ar broadou. 77. Brouez ar Vretoned a vervas pa glevjont kement-se. Ar brezel a adkrogas gwasoc’h eget biskoaz. 78. Ostorius a gouezas ken faez ken e varvas. 79. War e lerc’h e teuas jeneraled all : « Aulus Didius », «Veranius » ha « Suetonius ». Ar Romaned a ledas dismantrou, dizenor ha mez e Breiz-Veur. 80. Ar vrenined trec’het gante, hag a veve e peuc’h dindan ar yeo, a welas o gwrage hag o merc’hed gwallet gant laeron o bro.
81. Ar vreninez Boudika a zavas kant mil den hag a gerzas gante etrezek Llundain (Londres) ha Verulam e lec’h ma oa ar Romaned. 82. Ar re-man a oa o vont da veza flastret : hogen Suetonius, mestr brezelour eus ar c’haera, a drec’has adarre. 83. Pemzek ha pevar ugent mil Breizad a chomas war an emganlec’h.
84. Romaned a zigouezas dalc’hmad goude, bleniet gant jeneraled evel « Petilius », « Cerialis » « Frontinus », « Agricola ». Heman, den a spered lemm, a welas ne drec’hje biken ar Romaned kenkouls gant o armeou ha gant o siou fall. 85. Rei a reas d’ar Vreiziz sec’hed ar plijadureziou, karantez al leziregez, hag ar c’hoant da heuilh giziou Rom. 86. Sevel a reas tier, paleziou, templou e giz e vro. 87. Eul loden vras a Vreiz-