Mont d’an endalc’had

Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 17 -

welent nemet laeron kouls er re-man hag er re-ze. 41. Ar Romaned ne c'honezent broiou ha ne gasent enne o sevenidigez nemet evit gallout tenna eus ar broiou gonezet ar vrasa gonidegez. 42. Kement e oa gwasket ar bobl gante, en Arvorig, kement e oa sunet gwad an dud, ken ma teuas ar vro baour-man da goll an darnvuia eus he fobladur. 43. Ne laboured nemet evit Rom. An tailhou divent a lonke holl frouez an douar, holl boan an dud. 44. Ar perc'hen ne gave den da labourat. Aet e oa ken gwalleurus, ken kastiet, ken e felle d'ezan dilezel e vad, ha mervel zoken. 45. Hogen dastumerien an tailhou hag ar zoudarded a zigase ar perc'hen hag a zalc'he anezan war ar park evit poania, c'houeza dour ha gwad, da vaga an diranted.

46. E divez ar bloaz 406 ar Varbared, evel eur mor kounnaret, a 'n em ledas war Vro-C'hall, ha dreist-oll war an Arvorig. 47. Ne oa ken en he galloud stourm ouz kement a reuziou. 48. Herve lavar eur skrivagner hag a veve en amzer c'haro-man « Beva ne oa nemet mervel ». 49. An tan-gwall, c'houezet dre-oll gant ar Zaozon, a beurrachuas da zibobla ar vro. 50. An nebeudig a dud a oa c'hoaz enni a yeas da greiz Bro-C'hall hag al laeron-vor, dre ne gavent netra ken da skrapat na da zevi, a lezas anezi evel eur c'horf maro dindan an dismantrou.

3. Ar Romaned e Breiz-Veur. — 51. Kezar ne ouie kouls laret netra diwar-benn ment ha stum Breiz-Veur ; diwar-benn he foblou, na diwar-