Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 110 -

140. Ar sperejou sklerijennet a Vreiz a zo breman troet evit an Digreizerez. Hep c’hoantaat distaga Breiz diouz ar Franz, e fell d’eze gwelet pep rann-vro, ha Breiz dreist-oll, o pleal gant hec’h ezommou.

22. Ar Vreiziz e-kever ar Franz. — 141. Breiz, epad an XIXt kantved, he deus laket e servij ar Franz meur a gleze mat ha meur a spered talvoudus. 142. Gwelet hon deus Surcouf ha Bisson o tougen uhel, war vor, banniel ar Franz. 143. Ar jeneral Kambronn, eus an Naoned, a zalvas enor an Impalaerded e Waterloo. « Fransizien vad, eme ar Zaozon, red eo d’ec’h plega ». — « Kentoc’h mervel ! eme Gambronn ». 144. Hano Lamoricière a chom stag da virviken ouz istor gonidigez en Aljeri. 145. Dupuy de Lôme a zo bet unan eus ar c’haera e touez an ijinerien-listri. Gantan ez eo bet graet ar c’henta lestr gwisket gant houarn. 146. Er mare ma’z eo skrivet al levrig-man, Breiz a ro d’ar Franz an hanter eus he zoudarded hag an diou drederen eus he mordeidi.

147. Er bloaz 1875 ar jeneral ar Flo a aozas eun unaniez etre ar Rusi hag ar Franz evit mirout ar vro-man ouz eur brezel nevez gant an Alamaniz.

23. Breiz he deus gwellaet Lennegez Bro-C’hall. — 148. Komz a rer meurbet er Franz, gant gwap, eus ar Vreiziz dizesk. Mar deo gwir ez eo dizesk ar Vreiziz, piou a zo abeg a gement-se mar n’ eo ar Franz hi hec’h-unan ? Lezennou an Deskadurez a zo graet er Franz gant tud ha