Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 107 -

da benreni ar Republik. Meur a hini a grede e oant o voti evit Napoleon koz, pa oant o voti evit niz heman. 114. Pobl ar Morbihan hepken a votas evit Cavaignac. 115. Ar Republik ne badas ket pell. Ar prinz Loeiz Napoleon Bonapart, war zigare e c’hoantae ar voutinerien pe « Sosialisted » kemer ar gouamamant, a lakaas ar Republik e traou dre drubarderez (2 kerzu 1851) hag a reas voti evitan evel Impalaer ar Fransizien. 116. Ar Bobl dizeska oe laouen a gement-man. Ar Vreiziz disket, evel ar jeneral ar Flo a Lesneven, ar jeneral Lamoricière eus an Naoned, hag ar jeneral Bedeau eus a Vertou, a wele skleroc’h. Hogen n’halljont ket sklerijenni ar bobl. Houman a votas eta evit an eil Impalaerded (1852).

19. An eil Impalaerded. — 117. Tud ar c’heriou, kouls hag ar re diwar ar maez, a oe eurus er mare-man. 118. Er bloaz 1857, Napoleon III hag e wreg, an Impalaerez « Eugénie », a zeuas d’ober eun dro e Breiz. Bale a rejont a dreuz keriou ar vro. 119. Napoleon, evit diskouez e oa troet mad evit ar Vreiziz, a lennas eur brezegen vrezonek e Roazon hag en em stouas dirak Broadelez Breiz. 120. Fanch an Uzel a reas eur zon en e enor. 121. Hep ar brezel digouezet en 1870, an impalaerded-man he dije lezet koun mad e Breiz. 122. Er bloaz 1868 e oe graet e Sant-Briek eur vodadeg oll-geltiek, e lec’h ma teuas Breiziz Tramor da rei testeni a gerentiez da Vreiziz an Douar-Bras.

20. Brezel 1870. — 123. Brezel 1870-71 a ziskoue-