Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 105 -

16. Charlez X. — 95. Ar C’hont d’Artois, dindan an hano a Charlez X, a gemeras ar garg a roue er bloaz 1825, goude maro Loeiz XVIII. 96. Er mare-man eul letanant-lestr, hanvet Bisson, ganet e Gemene, hag al levier Tremintin a ’n em gavas dirak enezen Smirn war al lestrig ar Payanoti. Kentoc’h eget lezel o lestr da veza kemeret gant al laeron-vor, Bisson a grogas an tan er pentoniou poultr-kanol, hag a varvas war e lestr frailhet, 1829.

97. Dindan ar renadur-man e savas trouz e keriou Breiz. Ar Rouelez a c’hoantaas en em harpa stard war ar relijion hag a gasas misionerien d’ar Vreiziz, karget da zellout mui ouz ar politik eget ouz an eneou. Brest a zavas a enep. 98. Ar ministr Polignac a fellas gantan c’hoaz mouga mouez ar c’hazetennou hep aotreadur ar Gampr. Raktal ar Rouantelez penn-da-benn a zavas enep d’ezan. Breiz a zinac’has paea an tailhou, ha Charlez X a gouezas diwar an tron. 99. Epad ren ar roue-man, Bro-Alje a oe gonezet gant ar Franz. 100. Al labour douar hag ar c’hemwerz, bet ken glac’haret en amzer gri an Impalaerded, a oa deut da ’n em gennerzi. 101. Glac’harus ez eo gwelet ne oe ket graet e Breiz evit ar sperejou ar vad a oe graet evit ar c’horfou.

17. Loeiz Fulup a Orleans. — 102. Loeiz Fulup, penn eil lignez ar Vourboned, a zavas war an tron e miz gouere 1830. Digemeret mad e oe, e Breiz dreist-oll, gant tud ar c’heriou elec’h ma oe graet fest d’e ofiserien gant ar Ward vroadel. 103.