Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 101 -

champ ha, dre ma oa bet digoret an ilizou, pep-hini a zistroas d’ar ger.

53. Jord Kadoudal, miliner brudet a Vrec’h, ha mestr selaouet gant ar chouanted, kaer en devoa Bonapart kaout c’hoant d’ober eur c’horonel anezan, ne blegas ket hag en em dennas e Bro-Zaoz.

10. Mestroniez Bonapart. — 54. Kadoudal ne oa ket bet diboell o sonjal ne roje ket Bonapart he gwiriou da Vreiz. 55. Ar Rann-Vroiou ne oent ket adsavet. An departamanchou a oe miret gant eur prefet en o fenn ha rannet en arondissamanchou, laket en o fenn ive eun eil-brefet. 56. Ker-benn Pariz a zalc’has da ober ouz pep tra e keit ma tiskenne ar Rann-Vroiou da netra. 57. Ar Gouarnamant a gemeras ar gwir da henvel an eskibien. 58. Bonapart a zavas ar Roll Lezennou hanvet « Code Civil ». Eur Breizad hanvet « Bigot de Preameneu » a labouras meurbed evit aoza al lezennou nevez.

11. Mestaol enep Bonapart. — 59. Er bloaz 1800 tri chouan a Vreiz, « Saint-Régeant », « Picot de Limoelan « ha « Carbon » a glaskas laza Bonapart dre eun tenn-poultr kanol, e streat Zant-Nicaiz, e Pariz, pa oa ar c’henta Konsul o vont d’an Opera. N’arruas droug ebet gant heman. 60. « Picot de Limoelan » a hellas tec’hel. Mervel a reas er Stadou-Unanet e lec’h ma oa deut da veza beleg. An daou-all a oe dibennet, Carbon ne oa ket ganet e Breiz.

12. Kavailhad Kadoudal ha Moreau. — 61. En 1804 Jord Kadoudal, aet da veva e Londrez,