Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 99 -

a yeas neuze d’an Naoned, ’lec’h ma tic’hougas tud, milher war vilher, kouls an dud izel hag an noblans pe ar veleien. 32. Kaout a reas re divalo labour ar wilhotin ; lakaat a reas ober bagou hag a zigore dre zindan, evit beuzi ar brizonierien e kreiz al « Loire ». 33. Ober a reas kement ha kement ken ma oe galvet gant Robespierre. 34. Mervel a reas hepdale d’e dro war ar wilhotin.

7. Ar Spont e Brest. — 35. Eul lez-varn dispac’herez, « Tribunal Révolutionnaire », a oe savet er c’heriou. 36. Hini Brest a oa renet gant « Prieur de la Marne », « Jean Bon Saint Andrê », ha Germeur. 37. Eur beleg dileanet, hanvet « Donzé-Vertheuil » e oa an Tamaller. 38. Tud ar c’hargou uhel a oa aet enep da renerien ar Spont. C’houec’h war-nugent aneze a varvas war ar wilhotin. En o mesk o oa ar jeneral Kergariou hag an eskob touet Expilly.

8. Kiberon. — 39. Er bloaz 1794 ar jeneral « Hoche », goude maro Robespierre, a reas gwella ma c’hellas evit lakaat an urz er C’huz-Heol. 40. Sina reas peuc’h Mabilais gant ar chouanted e miz ebrel 1795. 41. Itrikou ar Rouelerien, harluet e Londrez, a oe abek a veur a walleur. Graet o devoa emgleo gant prinsed Bourbon. 42. E miz gouere 1795 strolladennou an noblans, bleniet gant « Sombreuil » ha gant « Puisaye », a zouaras e Kiberon. 43. Eur strolladen chouanted a oa o c’hortoz anezo. 44. Rogoni an Noblans a oe abeg d’o gwalleur. Flastret pe beuzet e oent gant soudarded ar Republik.