Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —

Ha monnet adare da ober oraison ;
Mes evit an den-ze particulieramant,
Ma teuï Doue da chanch breman e santimant.

————
Ar C’hondt hac e Dud. Ar C’hondt a lavar :

Ret eo din hep tardi applica va squient
Da dourmanti Bernard ha menec’h e gouent :
Nen deveus quet c’hoaz pel abaouez ma meus bet
Eun affront digante, ma mez eo en laret.
Dont da lavaret din mont gantan da leinna,
Ha neuze en em lacat assambles da gana.
Quemeret a rejont memeus ar sa ramant.
Ma tiscarjoot ma zud ha me ennon prezant ;
Mes me am boa calon hac a voa courajus,
Hac a falveas din mont dar relijius :
Daou dra a voa en guen a bep coste dezan,
Hac a vire ouzin, ne allen e lazan ;
Mes mar gallan breman er c’havet evel se
Hep tam remission men bezo e bue.

————
Sant Bernard gant ar Sacramant.
Ar C’hondt a lavar :

Pale vantre mornon ! heman zo din affront.
Penoz, sorcerien fal, traou infam, divergont !
Na petra eo a ret, na petra a glesquet ?
Pessort intantion a zo en ho speret ?
Respontet aman din prontamant, bep cartier.

Sant Bernard.

Distro c’hoaz eur veach ouz Jesus da Salver,
Pehini gant e c’hras eu deveus da brenet,
Tol evez mad, ma den, pe he vezi collet.

Ar C’hondt

Mar queret ho croc’hen ne gomzet quet a ze.

Sant Bernard.

Distro c’hoaz, den mechant, distro ouz da Doue.

Ar C’hondt

En em den deus ma faç pe mes craï glac’haret.

Sant Bernard.

Autro ar C’hondt a Boëtou, avizet mar queret :