Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

E vije eur fler vras gante pe guenemp-ni.
Ya, dre guir c’hoari ho deus collet gueneomp,
Partout e c’honneomp en quement ma c’heomp.

Ar C’hondt.

He bien ! Tenzorier, eun den vaillant oc’h bet :
Ne bon, ma mignon quer, recompancet e veet.

(Sortial a ra.)

————
Ar Roue hac e Bachet a antre.
Ar Roue a lavar :

Col a ran va squiant, nen deus quen question,
Avis a ra guenen e voellan daou demon,
Ha gantes diou gorden evit presanti din,
Da veza ma anco, ret eo din oc’h redin.
Penoz ! bezan collet a ben diou vech gantan !
Diaoullo infernal, ma sicouret breman,
Prestet din ho taouarn evit m’en eum grouguin,
En em brecipita a gaffen goella din.

An Eil Diaoul.

Malevrus, ne c’heus quen nemet se da ober,
En eum dol en toul-man hac e ri da affer.

Ar Roue.

Me raïo quement-se : adieu, popl ar bed-man,
Mallos ma idolo a roan d’ar C’hondt-man.
Diaoullo malevrus a guement a gaffet,
Diredet dam sicour da ober an tol fet,
Croguet oil em daou droat ha torret ma gouzouc,
Goel eo din quement-se evit monnet d’ar grouc.
Satan, Pluton, Luter, quement diaoul zo tout,
Ne dar quet davantach hep donnet var ma zro.

(Sortial a ra.)

Ar C’hondt hac e Dud. Ar C’hondt a lavar :

Ret eo dimp c’hoas eur voech mont dar gouent hare,
Evit lacat an tan da zevi ar re-ze :
Rac se c’houi, Tenzorier, bezet fidel bepret
Daouest petra vezo, vit dec’h na vanquin quet.

An Tenzorier.

Me lavar quement-all, n’ho pet quet a vorc’het,