Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —

Penoz on diffiet gnntes en creiz an ent,
Eun den quer puissant evel ma zon breman !
Nan dint quet couscoude evit ma repoussan.
He bien, Autrone, ha c’houi zo prest ho taou ?
Darn dimeus ac’hanomp a zo ret a gollo,
Hac specialamant ar c’henta a zo bet
Hardi avoalc’h ac’hanoc’h d’am beza diffiet.

Ar Pot a gampr.

Na liviris netra na lavaran breman,
Tol evez, mar queres, c’hoas er evertissan :
Lavaret a ran dec’h divoal pa ho pedan,
Iac mar trec’han varnoc’h james n’ho pardonnan.

(En em gregui a reont.)

An Dijentil a lavar :

Me a varfe cant coech quent evit ma tiscroguen :
Pala ventre saint gris ! re e teut var ma c’heingn !

An Tenzorier.

En em rent heta, ha ro din da glenve,
Pe otramant, ma den, me am bo da bue.

Ar Pot a gampr.

Biquen na raffen ze, goel ve guenen mervel,
Pa vin maro aman nan din quet dar brezel.

————
Ar C’hondt hac e Dud a antre.
Ar C’hondt a den e gleve hac a lar :

Penoz, friponnet fal, evel se eo ober !
Me a zelle ouzoc’h a brenest ma dourel :
Mar ho cavan james en eoler evel se,
Credet assuramant em bezo ho pue.

(Sortial a ra.)

————
PROLOG.

Compagnunes henorabl, goelet oc’h eus aman
Tud ar C’hondt a Poëtou ho clasq en em lazan.
Pan deo bet arruet ar C’hondt gantes ho zri,
E voaïnt anflametta ouz en em attaqui ;
Mes breman c’houi voelo, allas ! eur gombat-all :
Rac Roue an Turcqui a guemer hep farsal
Gantan oll tud e dy hac e noblanç ouspen,