Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

Ar Roue Pers.

Vantre d’or Mahomet ! pelec’h or’hu manet,
Ar voec’h-man e varvan sur ma n’am sicouret.

Ar Roue Turcq.

Breman, Autrone, displeguet oc’h armo,
Squeit adreus ho fenno a lest yac’h ho c’horfo.

Ar Roue Hiberni.

He bien, Autrone, tollet hevez, m’ho ped,
An ini a dizin me er graï glac’haret.

(Combatti a reont.)

Ar Roue Turcq a lavar :

Ha ! ma lesqui a ra gant e artifisso.

Ar C’hondt.

En em rent, camarad, pe me tisparfoeltro.

Ar Roue Pers.

Va Doue Mahomet, me zo poas glaou ludu.

(Ar C’hondt a sorti.)

Ar Roue Hiberni.

Jupiter, va buez zo ar vech-man achu.

(An tri Roue a ya er mes en eur grial.)

————
Ar Roue Turcq a lar :

Goude quement trubuil a meus bet er bed-man,
Quent gant ar brezeillo er rouanteles-man,
Quent gant an nec’hamant am boa var ma speret,
Ho sonjal em speret er pez so da donnet.
Avis a ra guenen e meus ar volonte
Da gombatti ar C’hondt pe da gol ma bue :
Biscoas deus a dachen me na renquis quittat
Evit nep innimi nac evit nep combat,
Quen a voe an den-ze a zo quen divergont ;
Rac evel eur c’hi clan e tilame varnomp.
Mes resolvet on c’hoas da gombatti ontan,
Hac e cleffen mervel ne spontin muin razan :
Ya, goel ve guenen cant mil goech perissan
Quent evit ma trec’hes ac’hanon ar vech-man.
Rac se, heta Courrier, dallet al lizer-man,
Hac et betec ar C’hondt, a leveret dezan
E meus eur c’hoant bras da gombatti ontan,