Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —

Sant Bernard.

He bien, ma merc’h paour, chanchet deus a vue
Ha n’en em roet james d’al loen infernal ze :
Moïennant graç Doue c’houi a iello en êe.

Ar Plac’h possedet.

Me ya breman zouden en toez al leonnet,
Da ober pinijen palamour d’am pec’het.

Sant Bernard.

Doue d’ho conduo.

Ar Plac’h.

Adieu, ma zad. Doue d’ho peo.

————
Ar Roue Hiberni.

Me zo eur roue bras hac a zo puissant,
Me ya da laret dec’h breman ma zantimant.
Roue on en Hiberni var an oll sovajet,
Pere a zent ouzin evel ma zeo gleet ;
Tud hac a zo vaillant, courajus, redoutet,
Suptil hac adrezus, james ne vent tromplet.
Evit quement batail am eus bed er vro-man,
Mar bijent em c’hoste james ne voan goassan.
Pa guemeris quentan possession aman,
M’em boa neubeut a nerz, gout a ret quement-man,
Mes me a zo bet trec’h d’am oll adversourien
Hac e meus goaezet voarneze pen-da-ben.
Mes eur c’helo neve am groa glac’haret bras,
Eur Roue zo arru, evit dont da’m ziblaç.
Rac se, me ho suppli, Courrier, gant dilijanç
Het da glasq din sicour hep ober contenanç ;
Het prest d’an Turquian, leveret dar roue
E c’houlennan sicour digant e majeste,
Rac ar Persianet en deus din lavaret
Var ben eur mis aman em graïont glac’haret.
Me am eus boan vras pa sonjan quement-se,
Pa sonjan bout en peoc’h em eus brezel are.

Ar C’hourrier.

Me ya hep contennanç da lavaret dezan,
Hac a lavaro dec’h hac en a zo contant.