Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —

————
Sant Bernard a antre en eur gana ar Pange lingua.
Ar C’hondt a lavar :

Ma Doue, ma c’hrouer, me ho ped ar vech-man
Dre ho misericord da zont d’am pardonan :
Biscoas ne voe guelet eur pec’her er bed-man
Quer miserabl ha me, an dra-ze a gredan.
Va Doue, va c’hrouer, c’hoas eur voech ho pedan.
Da bellad ar justiç a deu d’am punissan ;
Rac mar deut da exerç ho justiç em andret,
Allas ! a dra certen, sivoas, e zon collet ;
Rac biscoas ne meus groet nemet oc’h offanci,
Dre pep sort pec’hejo er bed-man, sivoas din ;
Mes Jesus, map Mari, guir Doue eternel,
C’houi oc’h eus anduret da brena ar pec’her
Dre ar merit ar goad pini oc’h eus scuillet.
M’ho ped d’am pardoni breman deus ma fec’het.

Sant Bernard.

Me a gret c’hoas eur voech e vezet pardonnet,
Ny ya tout assambles da c’houlen ho requet.

Ar C’hondt.

Ma zad, me ho suppli, ma hin guenec’h yve
Ebars en ho couent da bidi a goste.

Sant Bernard.

Salocroas ! Autro ar C’hondt, c’hoas n’en cm
Rac ne ve dre fentic ho pe quemen-se groet.
Het a lesse breman hac oc’h oll soudardet,
Varc’hoas dar c’houlz-man deut are d’am goelet.

Ar C’hondt.

Me oc’h atrappo c’hoas pe e manco ma ardo.
Penoz, coquinet fal, ne fijac’h quet ennon !
Me ya da gonclui c’hoaz gant patiantet,
Neuze me lavaro pen-da-ben ma secret,
Ha dious ma sonjin, an dra-ze a zo scler,
Me lacaïo an tan er gouent en antier.

(Sortial a ra.)

————
Bernard e unan.

Pa zeuan da sonjal em Salver biniguet,