Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —

Ar Pap faus a lavar izel :

Het pa blijo guenec’h : breman pa bartiet
Ma benediction ho pezo da vonnet.

————
Sant Bernard, ar Pap Ugenn hac eun Escop
Ar Pap Ugenn.

O Doue eternel ! c’houi a zo mad bepret
Pa souffret an insult a zo din breman groet,
Permetti dan dud fal da gommandi breman
Hep observi al lezen oc’h eus groet er bed man ;
Ma n’ho pe’r ar madalez da zont d’am azista
E c’hai ar gristenes ar vech man da netra :
Ha c’hovi Guerc’hes Vari, bezet avocades
Dirac Doue an Tad, dirac ar gristenes,
Ha ne bèrmettit quet e chomfe evellen
Ar chismatiquet fal da goll ar gristenien.

An Escop.

Salud dec’h, Tad santel, penoz e man ar bed ?
An tirant miserabl zo bet ous ho guelet ?

Ar Pap.

Bet eo ous ma goelet, revinet oun gantan,
Hac ar gristenes paour a yelo da netra,

An Escop.

Tremen a rai an tourmant: Doue ne bermetto quet
E ve ar gristenes paour pel bras persecutet.

Ar Pap.

Demp da gavet Bernard hac enez marteze,
A zo eun den santel hac en convertisse.
De bonjour dec’h Bernard : ni a zo revinet,
Deus an Ilis santel e zomp oll chasseet.

Sant Bernard.

Pennos, deus an Ilis ! ha possubl e ve den
Er bed-man quen ingrat, ive quen inhumen,
Da zont da attaqui ar Pap zo gant Doue
Lequet da labourat dindan e vajeste ;
Ha mar be den er bet a ve quer revoltet
Da zont d’en attaqui evel-se hep respet,
An hini zo lequet lutannant gant Doue
A zo otorizet dindan e vajeste.