Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

Dre ar govession e cleomp discleria
Ar pec’hejo hob deus comettet er bed-ma  :
Goude, contriction a zo ret da gavet,
Da veza offan cet hor Salver biniguet  :
Ar satisfaction, ónes eo ar goassan ;
Calz a dud zo daonnet balamour da oman.
Nen deo quet avoalc’h coves da eur belec,
Na coves ouz Doue, rac c’hoas e zeo gleet
Ar satisfaction a gleer d’an nessa,
An henor, ar mado ret eo restitua.
Cals voar ar poencho-man a velomp o vancout,
Ha den na bardonner hep restituin tout.
Doue en deveus e hunan lavaret
Nen daje den en evo hep beza peet
Betec an diner bianna quement a zo gleet.
Rac ze, en ho pedan, a ze en eum sonjet,
Ha me ha roi dec’h breman an absolven,
Mar en em disposet da ober evellen :
Deus a gement pechet oc’h eus bet commettet,
Mar goulennet pardon e vezet pardonnet :
Doue ne c’houlen quet hor maro er bed-ma,
Mert ma teuffe ar pecher d’en em convertissa.

Ar C’hondt.

Me ne meus quet affer eus a benijenno,
Miret-e d’ar re all p’er ho goulenno ;
Divisquet-tu timat dime an habit-se,
Pe me guitta ar bed-man ma nan be ho pue ;
Curunet din eman, pehini vezo Pap,
Pe me raï ac’hanoc’h, an dra-ze zo c’hanat.

Ar c’henta Cardinal.

Autro, ni non deus quet pouver da ober ze,
Ar Pap a ve choazet gant an Autrou Doue,
Ha pa ve consacret gant pep solennite,
He renquer caout Esqueb da ober quement-se.

Ar C’hondt.

Ne dal quet rezoni, me a lavar dec’h se,
C’houi renq e guruni pe men bo ho pue.

Ar c’henta Cardinal.

Autro, on excuset, ny ne raomp quet se ;