Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

Ma vezo effacet net an oll bec’hejo
Ha da gresqui ar fe partout dre’n Ilizo.

Ar Pap.

Me ro dar gristennes breman ar Jubile,
Dan ep zo penitant da netat oc’h ine,
Pardon hac induljanç gant ma teuint da goves,
Da venteni ar fe en mesq ar gristennes,
Me ro pareillamant dan oll covessoret
Ar ponvoer da absolvi ar c’hajo reservet,
Nemet ma reservan da veza absolvet
Ar C’hondt deus a Poetou a zo excumunuguet,
Ma vezo eun exempl da guement zo er bed
Na vezo nemertan deus a dud revoltet.
Rac se eo ret breman publia dre ar bed
Ar Jubile a meus dec’h tout accordet.

————
Ar Pap faus.

Araji a ran sur pa deuan da voelet
Eus choazet eur Pap al ha me zo refuset.
Men bezo he vue pe meu bezo he stat,
Me a varvo presant ma n’allan beza Pap :
Rac ne intentan quet he teuffe en nep guis
Da gommand en ep lech var cheffo an Ilis.
Pa la sacre mornon, ma na renq perissa !
Gant arach ha depit assuret he frezan.
Me vezo heritiq, bemde ma sarmonio
Raï diffen ous an dud ne zeuint de zelao.
Sperejo an iffern ma inspiret breman
Da hout pe ar fesson dont a ben anezan.
Quent ma chomfe Pap, an dra-ze zo certen,
Me a ve goel guenen confonti en ifern ;
Mes me a raio goel hac a yello breman,
Da rancontri ar C’hondt ha gle donnet aman.
Ze eo din da ober, me a ya de gavet,
Mar refus ac’hanon em graïo glac’haret.

————
Ar C’hondt.

Salud dec’h on Escop, ni zo deut dre aman
Evit dont d’ho pidi da zont d’on azistan