Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —

Lavign.

Ho senti ous ma groec he zon bet revinet,
Ha ma iz da goves, ma voe din lavaret
He ranquen chom tri dez hep monet da effa :
Me meus eur glac’har vras p’an em consideran,
Da veza bet quer zot da lavaret ze,
Ma carjen m’en am boa lezet ze a goste.

Allan.

N’en de quet ret dimni dont da zenti onte,
Rac mar oc’h eus arc’hant ny effo couscoude.

Lavign.

Allas ! ma c’hompaer ques, ne meus quet eur goennec ;
Ma groec pe deus clevet en deus int oll serret.

Allan.

Me ya da vit arch’ant da bea boutaillat
Breman pa retornin, demeus a galon vat.

Lavign.

Pellec’h da vit arc’hant ? Me ya guenec’h yve.

Allan.

Me ya d’en eum anroll da vonnet d’an arme.

Lavign.

Petra reffet ennon pa vezet anrollet ?
Rac demeus a c’hoarfe he ve goel caout sec’het.

Allan.

Dibri, ober cher vad hac effa guin bende.
Na zeffoto netra herve ma bolonte.

Lavign.

Avoalc’h eo quement-ze me ya da vont yve :
Dem prest da vit arc’hant ha ny effo goude.

Allan.

Dez mat dec’h, Autro, ny on deus bolonte
Evit dont d’on anrolli da vonnet dan arme.

Ar C’hapiten.

Ancien ho cavan da vonnet d’an arme,
Goenna ha ra ho pleo, goel ve dec’h chom er guer.

Allan.

Me raï touza ma fen ha tenna ma hernio,
M’en bezo eur berruquen hac e vezin Autro.

Ar C’hapiten.

Mat a ret o zenna ; n’en deus quet en arme