Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

Ar General.

Hac e ve an Ifern armet en hon enep,
N’am bezo quet a spont pa vezin coleret.
Avis a ra guenen e sao ma bleo em pen
Pa glevan comz an Turq, assur, en ep tachen.

————
Ar Roue a lavar d’e dud :

He bien ! va c’honseil, quenta zo da ober
Eo goulen assistanç quent monnet d’ar brezel.
Ret e zeo dimp goulen sicour ouz Mahomet
Pehini a adoran evel ma zeo gleet.

(Aman e c’heont var o daoulin.)

Neptun ha Pallas, Apollon, Jupiter,
Lucifer ha Vulcain, Belzebut, Astoret,
Anfin oll idollo assambles ho pedan,
Roït din oc’h assistanç, ezom a meus breman :
Biscoas n’am boe brassoc’h. Mar plich, reit sicour din,
Quen a vezo neuze me chommo d’ho pedi.

Eun Diaoul a lavar :

Nep aon, sao a lesse, quemer pront an armo,
Ha quet da gombatti, me n’eur gavo eno.

Ar Roue.

Me ho trugareca, ma Doue Mahomet,
Abalamour m’oc’h eus ar vech-ma ma c’hlevet.
He bien ! Autrone, a c’hui a voel bremane
Penos on respontet gant Doueo ar vro-man ?
Rac-se, ho pet courach ha n’ho pet quet a spont,
Na boeltronet james ha bezet divergont,
Gant graç an idollo pere zo puissant :
Nep a zo voar ne a vezo triomphant.
Biquen, me en assur, n’em bo misericord
Evit ar gristenien pa vezo deud ar sort,
Rac se, oll Autrone, pa vezo combatti
Evit ar gristenien, ne espergnet hini.
Me a recompanço nep a raï gaillardis,
Pa vezin deut d’ar guer me a rayo ma guis.

Ar c’henta Pach.

Credet parfaitamant, biscoas n’oc’h eus goelet
Evit eur pot bian eun all quen redoutet