Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

Jupiter, Mahomet, va sicouret breman ;
Da Pluton ma mignon en em recommandan,
C’houi Mars ha Mercur ha galon a bedan,
Reit din oc’h assistanę pa meus necessite ;
Va doare a ouzoc’h ne zouetan quet aze.
Eul lizer zo deut din breman zouden rentet,
Digant eur mignon din e meus an recevet.
Eur Roue a zo c’hoas ebars an Turquian,
Biscoas nen deus cavet he bar var ar bed-man.
Ret eo scriva dezan e meus c’hoant de voelet.
Mar be he bolontez, gant e oll soudardet.
Rac se ta, ma c’hourier, het prest gant diligenç
Bettec ar Roue Turq, hep ober contenanç.
Reit al lizer dezan, ya, ep complimant,
A beurs ar C’hondt Poetou, leveret franchamant ;
Ha tolet evez mad petra ha laro dec’h,
Evel ma retornfet vit ma clevin guenec’h.

Ar C’hourier.

Pa, gommandet, Autro, me gle oboïssa
Me a retorno prest hep camet aretta,
Hac a lavaro dec’h evel ma lavaro
Nemertan ha roffe din ive lizero.

————
Ar C’hourier a lar d’ar Roue :

Sir, mar plich guenec’h, quemeret eul lizer
A beurs eun den yaouanc n’eo quet deus ar c’hartier,
En em recommand dec’h ; chetu en langach ber,
Me ho ped d’am depech evit ma hin d’ar guer.

Ar Roue.

Penos, coquinet fal, terrubl oc’h effrontet ;
Me gret ne ouzoc’h quet ouz piou eo he comzet.
Retornet var ho quis buhana ma elfet.
Leveret d’an den-ze me yello d’er goelet,
Dindan eiz de aman en devezo brezel :
Leveret se dezan pa arrufet er guer.

Ar C’hourier.

Adieu eta, Sir, me ya da bartia
Hac a rento dezan ho quello hep tarda ;
Credet assuramant me lavaro dezan.

3