Pe ho pezo malheur, an dra-ze zo certen.
Va c’halon sur em c’hreis a fres gant anquen :
Red eo dissimuli guenec’h, mihieyen.
Biscoas n’e meus guelet eur jeant evel-dout,
En quement a ma hes partout he res irvout.
Mes pa ve an ifern ouz da zicour breman,
James a enep din n’e antrees aman.
Guel ve guenen mervel mil guech evit unan
Quent m’a antreac’h en quer evit e revinan.
Mervel a leveret : breman ni a velo
Pehini ac’hanomp da guenta a vanco.
Certen me voar er fat james me ne vanquin,
Evidoc’h ho-hunan james n’e reculin.
Mes ardou an diaoul a zo ouz da sicour,
N’en deus man evidout nemet an tan pe an dour.
Mes Jezus ma Zalver ha sicouro be pret
An nep a gombatto en hano an Drindet.
Diffen quer ouzin-me a fell did da ober !
N’en dout quet suffizant da se, ma mignon quer.
En hano an Drindet, me ho ped, arretet !
Ep tam remission, breman he finisset.
Autro ar C’hondt, marteze en em queffet tromplet.
Raizonni a res c’hoas, fripon fall, effrontet.
M’ho ped, Autro ar C’hondt, en hano Doue hon lezet.
Das lezel, obstinet, da vucz a rancan.
Ret vezo dre c’hoari e hol guenec’h quentan.
Me gred e zout pare ar vech-man gouscoude.
2