Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

Ni hor bezo testo demeus a pep quartier ;
Rac m’a ve er prizon, an oll a lavar se,
James n’e deu er mes p’en deffe mil bue.

Ar Senechal.

Cals a dud puissant zo bed var ar bed-man,
Pere zo bet tromplet aneze ho-hunan,
Pere ne gavet den er bed-man birviquen
A vije trec’h de-ze an dra-ze zo certen,
Mes pa droe ar fortun e teuint da goea.

An Escop.

D’emp de n’em retira. Varc’hoas ni glevo
Hac he en deus dezir da zonnet var hon tro.

Eun Tabouriner a antre hac a lavar.

Ordrenet eo dec’h oll quemeret an armo,
Ha donnet en ty quer da gavet an Autro.
Ar Gouarner a guer en deus din lavaret
Donnet doc’h assina da zonnet d’he gavet.

Ar Gouarner.

Habitantet a guer, evit m’ha intentet,
Ar C’hondt deus a Boetou a gle dont d’hor guelet :
Discriffet en deus din m’am bezo da lezel
Gantan an alc’hoëo demeus a borzo quer
Evit m’a antreo, m’a commando enni
D’an oll habitantet, hervez he fantazi ;
Hac e ranque cavet an aour hac an arc’hant,
Daou uguent million, quen a vezo contant :
Hen a rai he roll hervez he bolonte,
Da ober demp-ni poan hep cavet nep true.
Ma lavar dre he scrit he rai goerza or mado,
Quen a vezo savet dezan e c’houlenno.
Bet e voamp er conseil gant noblanz ar c’hartier,
Hor c’honseil zo bet da diffen ontan quer.
Chetu aman ar sujet d’ho peza dastumet,
Respontet din breman petra e leveret.

Ar c’henta Soudard.

Quement-se ha ve mad, Autro ar Gouarner,
He ve gret goard bemdez da viret ontan quer ;
Ha m’ar be rebellant donnet doc’h attaqui,
Ni hon deus armo mad evit he repoussi.