Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —

Breman en em rentet entre daouarn Doue.
E zoc’h prest da vonnet da guemeret partach
Dimeus ar barados a zo oc’h heritach.

Sant Guillarm.

Biniguet vezo an heur, me zo prest da vonnet
Da voëlet ma Jesus hac e mam biniguet !
Me ho trugareca, eil ferson an Drindet :
Arru eo ta an heur ma hin me d’ho coelet !
Guenec’h e zon rentet, breman ze zo patant,
Voar ma innimiet me a zo triomphant.
Penoz e renti-me grasso dec’h, ma Doue,
Deus ar merco certen dimeus bo carante
En andret eur paour ques a zo ho servijer,
Ho tont d’en azista ebars en pep amzer :
Me garre evidoc’h coll mil goech ma bue ;
Pa dostan deus ma fin ho pet ouzin true :
Me ho trugareca hac a raïo bepret
Dimeus ar c’hraço bras oc’h eus groet em andret.
rac se, ma Doue, me a c’houlen pardon
Dimeus ma fec’hejo, deus a greis ma c’halon,
Pere a meus, sivoas ! aliez commettet.
Me a c’houlen pardon, ya, gant guir regret
D’ho peza, ma Jesus, quelliez offancet.
Ha choui, Goerc’hes Yari, bezet avocades
En êe dirac ho map evit eur pec’her ques.
Rac se, me ho suppli, recevet ma ine
Evit e bresanti en êe dirac Doue.


FIN.