Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

Ar Gouarner, AR Banquier, AR Senechal hac an Escop.
Ar Gouarner a lavar.

Salud dec’h, Autro an Escop. Ni zo deut d’ho cavet
Evit conta dec’h eun darn deus hor sujet.
Darn a dud ar C’hondt zo bet betec aman
Da c’houl diguenemp arc’hant en prest dezan,
Ha lavaret demp ma n’a rogemp dezan,
He teuje he-hunan evit hon revinan.

An Escop.

Unan deus he dud zo bet ivez ama,
Hac en deus lavaret cazi ar memeus tra :
Ya, eur som notabl, betec daouzec mil scoet.
M’ar caran ho reï n’en deui quet dam guelet.
Ha m’ar rogen dezan quement a c’houlenne,
Assuret enep guis var ma zro ne deuje.

Ar Senechal.

Digueneme e c’houlen, a n’hon pas dec mil scoet,
M’ar caran ho reï n’am bo drouc ebet ;
Ha m’ar rogen dezan quement o c’houlenne
Assuret var ma zro enep guis na deuje.

Ar Banquier.

Sepanant me m’eus aon n’e deuio d’hor guelet :
N’en deus quet ha fiout en eun den revoltet.

An Escop.

Gouir sur a leveret, n’a fiomp quet ennan ;
Hen a gavo tud fall evit donnet gantan.

Ar Banquier.

Beza he eus tud fall en pep lec’h he caffet
Muin demeus ar sort-se evit a dud honest.
Tud fall a zeui gantan, assuret omp a ze,
Rac se e m’eus mil aon razan deus ma bue.

Ar Senechal.

Donnet a raï en quer evit tra assuret,
Eun dra bennac a raï pa vezo antreet.

An Escop.

Me oc’h assur en fat, en quer m’a antre,
Hor bezo eun affront, assuret omp a ze ;
Sicouret ac’hanomp, ha ni er c’hontanto
En aour hac en arc’hant quement ha zefotto.