Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —

An Diaoul.

Demp-ni oll c’hoas dezan, pa nan da ac’hane,
Ret eo dimp er pilat, ma collo e bue.

Ar c’henta Diaoul a lar d’ar Sant :

Penos, ma mignon quer, nen doc’h quet inspiret
Da guittat ar plaç-man, pan boa dec’h lavaret ?
Dalet prest da gommanç peamant evit se.
Darc’ho adreus ar pen m’hor bezo e vue.

(Pilat a reont ar Sant hac e leront) :

Torromp e izili, troc’homp e ziscouarn,
Rentomp-an en eur stat ma vo fin anezan.

An Eil Diaoul.

Nan don quet evittan, sur ne on petra ran :
Eman zo den avoalc’h pan deo deut d’am scuizan.
Mil malediction da goueo voar da dro,
Mes carre en iffern evit dont d’ho peo !

Ar c’henta Diaoul.

An tan foeltr deus an êe da goeo var da ben,
Pa na ellomp-ni quet dont ac’hanout a ben.

————
Ar Sant e hunan coet d’an douar.

Ma Doue, ma C’hrouer, me ho pet ar vech-man,
Sellet ar miserabl en petare stat e man.
Jesus Christ, ma Salver, me ho pet d’am diffen,
Rac ho clasq ma lazan man ma adversourrien,
Ho clasq terri ma fen ; me a zo dispennet.
Me ho pet, ma Doue, ma sicouret bepret,
Reit din, mar plich guenec’h, eur gonsolation.
Deus ho peurs deus an êe, da souten ma c’halon.
Ha c’houi, Goerc’hes Vari, mam deus ar burette,
Obtenet din ar c’hraç da recour ma ine.

————
Ar Voerc’hes gant daou El.
Ar Voerc’hes a lar :

Petra rettu aze oc’hunan evel-se ?
Ha clan en em guevet ma chommettu aze ?
Meurbet ho cavan trist ha meurbet afflijet,
Rac se discleriet din petra eo ar sujet.