Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —

Sant Guillarm.

Bet on ebars en Rom ha me convertisset.
Rac se ma ho suppli ma vo din digoret.

An Ermit.

Fachet oc’h ouz ar Pap, lequet guenec’h eun all
A zo eur chismatiq hac a zo eun den fal.

Sant Guillarm.

Lamet eo adare ha lequet eguile,
Ma zon convertisset a drugare Doue.

An Ermit.

Na fian quet ennoc’h rac eun den fal oc’h bet,
Na respectac’h ini, na feumeu len na groeg.

Sant Guillarm.

Achu eo quement-se, ha me convertisset ;
Da c’houlen pinijen diguenec’h e zon deut.

An Ermit.

Eun den fal oc’h meurbet a fel dec’h ma zrompla ;
Rac se men lavar dec’h fete nan deut aman.

Sant Guillarm.

Ma zad, me lavar dec’h en eur guir pen-da-ben
Penos on deut aman da c’houlen pinijen.
Sanchet on a vuez : me voar er fat on bet,
Sivoas, ar mechanta a zo bet voar ar bed ;
Ma zon convertisset breman, na c’heuillan muin
Ar sort buez fal a meus groet, sivoas din !

An Ermit.

Het en ho rout, ma den, me oc’h eneo breman :
C’houi a zo eun den fal hac a glasq ma zromplan.
Querzet prest a lesse, sentet ne deuffet quet aman,
Rac se het en ho rout pa laran dec’h breman.

Sant Guillarm.

Ma zad, c’hoas eur veach me a c’houllen ouzac’h,
Mar be ho madelez accordet din ar c’hraç :
Digoret din ho tor, rac me a zo eun den
Hac a zo deut aman evit clasq pinijen.
Rac se me bromet dec’h e zon convertisset,
A drugare Doue me a zo tout chanchet.
N’ho pet quet a vorc’het evit digueri din.
Allas ! ma na zigoret ne on quet petra rin.