Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

C’houi zeu da bardonni ar bec’herrien mechant,
Reï a ret amzer de d’en em gonvertissa ;
Bras e vec’h offancet quent ma teud da facha.
Discoe a ret, Jesus, dan dud ho madelez,
Ha reï amzer deze da chanch ho goal vuez,
Pa nan deo digoret an ifern d’hon lonca,
Tud fal ha malevrus eveld’on hac eman
Rac ni, sivoas demp, a zo bet debordet,
Quer souillet hon ine gant viço diremet,
Bep heur ha pep momet o vlasfemi Doue,
Bepret e offancemp, sivoas, e vajeste.
Me ho pet, tud yaouanq, gant gouir devotion,
Da adori ar sacramant deus a greis ho calon.
Neus na coz na yaouanq neb lec’h na den savant,
Ne gleont adori bemde ar sacramant.
C’houi tado ha mamo, disquet d’ho pugale,
Custumit-int abret da serviji Doue :
Beza zo tud yaouanq maguet re libertin,
Pere deu aliez da ober eur goal fin.
Goerc’hes glorius Vari, bezet avocades
Ma haïomp dar barados d’ho meuli da james.

Ar Roue.

He bien, va breur, adieu dec’h a laran.

Sant Guillarm.

Doue d’ho cunduo d’e barados gantan.

(Sortial a ra.)

Ar C’hondt hac e dud, ar Pap, an Escop hac ar
Gardinalet, ar faus Pap.
Ar C’hondt a lavar dezan :

Bonjour dec’h, ma mignon, me a meus bet faziet
Peza lamet ar Pap evel a meus me groet ;
Mes breman me a voar assur ar virionne,
Pa meus bet an enor da voelet ma Doue
Ebars er sacramant divin deus an auter.
Neuze me bromettas a dra sur d’am Salver
E lacajen ar Pap adare var e dron.

Ar Faus Pap.

Autro ne allan quet intent ho question.