Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

Me voar er fat breman sur ne verittan quet,
Evit ho servijer da vezan recevet :
Sepanant couscoude e sonjan em c’halon,
E meus eur fianç vras enoc’h bepret, Itron,
Hac e meus an dezir ive d’ho serviji
Ar rest deus ma bue en queit a ma vevi.
Rac se, me ho suppli d’am c’hemeret breman
Evit ho servicher, ha pa zin deus ar bet-man,
Prezantet ma ine d’ho map, en ho pedan.
Ha c’houi, compagnunes, oc’h eus goellet aman
Chanchamant ma bue, m’ho pet d’am imittan ;
Rac bet a meus ar c’hraç da anaout pen-da-ben
Penoz e voan manquet, hac e ren goal lezen.
Jesus-Christ, ma Salver, zo en em discoelet
Entre daouarn Bernard, evel mo c’heus goellet.
Me ya c’hoas d’er c’havet evit cleoet gantan
Hac en a zo moyen evit ma fardonnan.

(Sortial a ra.)

————
Ar C’hondt a lavar da Bernard :

De mad dec’h, ma zad, c’hoaz en em avansan
Da c’houl diguenec’h oc’h aviz ar vech-man.
Morc’het zo em c’halon ; couscoude e credan
Oc’h eun den eveldon, mes me zo eur mechant.
Enez eo ar sujet ma zon deut d’ho cavet :
C’hoant a meus ar voech-man da vezan pardonnet ;
Rac me a voar er fat penoz e zon manquet,
Contant on ar voech-man d’ober vel ma lerfet.
Esperanç a meus c’hoas em pardonno Doue,
Gant ober pinijen ha chanch deus a vue.

Sant Bernard.

Ma, ret e zeo ober an treo herve Doue.
C’houi a voar coulz a me petra eo e bolonte ;
Rac gout a ret er fat en deveus lavaret :
An nep en deus dezir da veza pardonnet
A ranco tout quittat e oll vaniteo,
Ha beza vigilant da serviji an Autro.
Rac petra dal dan oll e oll var ar bed-man ?
Rac mar col e ine e vije goel dezan